SALUD DEOH!
Amañ, pelloh e roan deoh da houzoud peleh e ran skol war an akordeoñs diatonik e departamant Penn-ar-Bed : e Landerne, e Sizun hag e Landivizio.
Lavared a ran deoh eun gerig diwar-benn ar strollad Familh Ar Gall.
Marteze, ho-peus gwelet ahanom en eur fest-noz bennag dija.....
Pelloh c'hoaz, e kaver eun dastumad tablaturiou.
M'ho-peus c'hoant, e helloh kemer anezo.
Diwallit! Arabad klask mond re vuan ganti.
Ha c'hwi, c'hwi hag a zo sod gand an akordeoñs diatonik,
kit da weled al lodenn anvet Le Monde Diato.
Kenavo ar henta
Paol ar Gall
HA ME, PIOU ON?
Diwar : Centre breton d'Art populaire
Paol ar Gall zo kelenner war en akordeoñs diatonik e Centre breton d'Art populaire ar bloaz 1993. Soubet eo bet e sonerez ar vro abaoe ar bloaz 1965 e Kelh Keltieg Plouedern (Penn-ar-Bed). Ha desket gantañ seni gand an tin whistle hag ar vombard. Er bloaz 1980, e ra anaoudegez gand an akordeoñs diatonik...